02 98 66 09 09

Le circuit d’interprétation

 
Iliz Itron-Varia Garmez

An iliz-mañ eo chapel gozh kouent ar Garmezidi a oa bet diazezet e 1383. Merzout a reoc’h he c’hloc’hdi, gant bolzoù-toenn, eus 1603. Anavezet eo an iliz-se hiziv evit he rozenn kaer-eston eus ar 15vet kantved, ur gwir dantelez maen. Unan eus ar brasañ ilizoù Penn-ar-Bed eo.

Ar c’hastell

Savet e voe ar c’hastell en 13vet hag er 14vet kantved gant baroned ar Pont, deuet da vezañ aotrouien galloudus neuze, evit talvezout da greñvlec’h dezho. E 1675, e-pad « Emsavadeg ar Bonedoù Ruz », e voe drastet ar c’hastell ha lakaet a voe tan ennañ gant ar beizanted emsavet a-enep an tailhoù nevez. E deroù an 18vet kantved e voe adsavet ar c’horf-lojeiz, a zo ennañ ti-kêr Pont-’n-Abad hiziv, war ar c’havioù kozh. E-pad an dispac’h e servijas da brizon ivez. Abaoe 1955 emañ Mirdi ar Vro Vigoudenn e tour-meur ar c’hastell, savet e-harz ar stêr. Bourrit gant ur bourmenadenn pe ur pik-nik e liorzh an douvezioù.

Un talbenn kaer eus dibenn an 19vet kantved

En 19vet kantved e voe adsavet kêr Bont-’n-Abad da vat ha kalz a dalbennoù o doa kemeret lec’h ar savadurioù kozh, evel hennezh a oa un ti-prenn anezhañ. Diskouez a ra ar cheñchamantoù-se e oa kenwerzherien en o aez e kêr.

Ar blasenn Gambetta

Ar blasenn Gambetta a oa ur gwir groashent eskemmoù ha kejadennoù. Betek 1905 e veze anvet ar blasenn-se « Plasenn ar Marc’hallac’h ». Bep Yaou e teue ar varc’hadourien legumaj, gwiadoù, boteier-koad ha koefoù da werzhañ o froduioù.

Bep bloaz, d’an 28 a viz Genver, deiz an Inosanted santel , e veze graet Foar vras ar C’houmanantoù enni. Gwazed ha maouezed en em gave eno evit koumanantiñ gant labourerien-douar Pont-’n-Abad hag an trowardroioù. Echuet e veze an devezh-se gant ur gouel. A-raok an Dispac’h e veze savet eno ar c’hrouglec’h ma veze krouget ar re kondaonet d’ar marv.

A bep tu d’ar blasenn-se, kinklet wechall-gozh gant ur feunteun bras-bras en he c’hreiz, e oa, er c’hornôg dezhi, ur vered ha chapel Sant Erwan, aet da get hiziv. An tiez kaer koshañ a weler c’hoazh zo eus dibenn an 16vet hag ar 17vet kantved.

Hiziv an deiz e kendalc’h marc’had ar Yaou da sachañ ur mor a brenerien di.

Iliz Lanvourc’h

Pa vezit war ar porzh e welit an iliz-mañ hep kloc’hdi en tu all d’ar stêr. Evit mont di eo trawalc’h deoc’h tremen dreist ar pont. Eus an 13vet hag ar 16vet kantved eo an iliz ha diveget e voe e-pad dispac’h ar Bonedoù Ruz.

Emsavadeg ar Bonedoù Ruz

E 1675 e savas Loeiz XIV tailhoù nevez war ar paper-timbr. Divizout a reas Breizhizeliz neuze en em sevel ha bodet e voe an dud gant ar c’hloc’h-galv er parrezioù brasañ. Emsavadeg ar Bonedoù Ruz e oa. Evit kas an dorzh d’ar gêr e lakaas ar Roue divegañ kloc’hdioù ar parrezioù disuj, hini Lanvourc’h en o zouez. En e skrid-urzh e tifenne ar Roued adsevel ar c’hloc’hdioù « Ad vitam eternam ». Hervez ar vojenn, merc’hed Kombrid ha Lanvourc’h o doa disklêriet e 1675 « Hor c’hloc’hdioù zo bet diskaret gant an Dug Chaulnes ? Bremañ e tougimp anezho war hor penn ! ».

Ar monumant d’ar Vigoudenned

An oberenn-se a voe savet e greunit hag e arem gant François Bazin ha roet e voe ar Priz Broadel dezhi e 1929.
Taolennet ez eus peder maouez hag ur bugel : ar vamm-gozh, ar vamm, ar c’hoar, ar plac’h yaouank hag ar plac’hig ; ar 5 oad eus ar vuhez. Soñjal a reont en o mibien, o breudeur, o gwazed pe o mibien-vihan a zo war vor hag a stourm ouzh an tourmant. War ar c’hostezioù ez eus daou izelvos arem hag a daolenn daou zarvoud tennet eus ar mojennoù kelt, ma vez mesket an uhelvennad kristen gant an uhelvennad pagan.

Ar pont annezet

Ar savadur, a veze anvet Pont Krist gwechall-gozh, zo unan eus ar pontoù annezet dibaot miret e Frañs, gant re Landerne ha Narbona. Dibar eo rak servijout a ra da zaou dra, da vevañ ha da dremen war un dro.

Plasenn ar Republik

Plasenn ar Republik, anvet « Plasenn ar Vadalen » gwechall-gozh war-lerc’h anv ar chapel a oa sko outi en norzh, zo unan eus lec’hioù buhezekañ kêr. En deroù e talveze ar blasenn-se da werzhañ loened-korn d’an devezhioù foar hag er gouel. Hiziv an deiz c’hoazh e vez sachet tud Pont-’n-Abad hag ar c’humunioù tro-dro a-vil-vern gant marc’had brudet ar Yaou.

Abaoe an eil hanterenn eus an 19vet kantved e vez staliet kurioziteoù war blasenn ar Republik. Kurioziteoù pagan an Treminou zo par d’ar pardon relijiel a vez lidet bep 4e Sul eus miz Gwengolo e chapel an Treminou e Ploveur.

Ar C’hoc’hui nevez, digoret e 1899, a voe staliet en norzh d’ar blasenn. Betek ar bloavezhioù 1960 e servije da zaou dra war un dro : ul lec’h evit ar c’henwerzh e oa hag unan evit ar vuhez publik ivez dre ma veze graet breudoù politikel ha balioù pobl ennañ.