02 98 66 09 09

Ar poellgor gevelliñ

 

Pont-‘n-Abad / Schleiden – 40 vloaz a vignoniezh

Er bloaz 1976 e oa bet soñjet skoulmañ ur c’henemglev gevelliñ etre Pont-‘n-Abad ha Schleiden.

Atizer ar mennad e oa an Doktor Hemersdorf, ha respontet e voe a-du dezhañ gant an Doktor Bénard, a oa Maer Pont-‘n-Abad neuze. 
Ar c’hejadennoù kentañ a oa bet e deroù 1978 hag er bloavezh-se e voe savet ar poellgorioù gevelliñ en div vro.

Sinet e oa bet Karta Ofisiel ar gevelliñ d’an 18 a viz Gwengolo 1978 e Schleiden. Kadarnaet e voe an emglev-se d’an 2 a viz Mezheven 1979 e Pont-‘n-Abad.

Da c’houde e oa bet tro da Sébastien Jolived, Maer Pont-‘n-Abad, ha da Alois Sommer, Maer Schleiden, da zerc’hel bev tan ar vignoniezh etre Frañs hag Alamagn, evel m’o doa graet an holl vaered a zo bet war o lerc’h da c’houde, skoazellet gant ar poellgorioù gevelliñ.

An eskemmoù etre an div gêr gevellet n’o deus ket paouezet gwech ebet, ha pa vefe un tamm nebeutoc’h a gejadennoù etreze er bloavezhioù diwezhañ. Aozet e vez beajoù da Schleiden ha degemeret e vez tud anezhi war dachenn ar skolioù, ar c’hevredigezhioù hag an touristerezh Alois Sommer, ha kalz a stajoù a vez graet amañ hag ahont. Bras eo an niver a dud o deus bet tro da gemer perzh en holl obererezhioù-se gant ar gevelliñ !

Sed amañ ar mareoù pouezusañ : lid-envel ar vali Schleiden (karter Kerambleiz) e Pont-‘n-Abad hag ar blasenn e kreiz-kêr Schleiden, « Pont-l’Abbé Platz » (« plasenn Pont-‘n-Abad »), e 1986.

Pep deiz-ha-bloaz – 10 vloaz, 20 vloaz ha 30 vloaz – a vez lidet war an ton bras e pep hini eus ar c’hêrioù gevellet. Da-geñver an 10vet deiz-ha-bloaz, hag an 20vet hini, e oa bet ouzhpenn 200 a Vigoudenned o kemer perzh e pep beaj pe o tegemer kement a Alamaned en distro. Evit an 30 vloaz e oa bet nebeutoc’hik a dud er strolladoù.

Emañ an 40vet deiz-ha-bloaz o tostaat… Emichañs e vimp barrek d’ober war-dro an abadenn-se gant un niver bras a Alamaned hag a dud eus Pont-‘n-Abad o kemer perzh enni !

Menegomp komzoù Victor Hugo (Le Rhin-1842) : « « Alamagn ha Frañs eo ar sevenadurezh dreist-holl. Alamagn a sant, Frañs a soñj. Ar santout hag ar soñjal eo an den sevenaet…

Menegomp komzoù Victor Hugo (Le Rhin-1842) : Alamagn, da’m meno, zo kenlabourerez naturel Frañs. Honnezh, ne guzhan ket, zo unan eus an douaroù a blij din hag unan eus ar broadoù on boemet dirazo. Ur garantez mab a vagan, koulz lavaret, evit ar vro nobl ha santel-se. Ma ne vefen ket Gall em befe c’hoant da vezañ Alaman ».