En 18vet kantved hag en 19vet kantved e oa porzh Pont-‘n-Abad ul lec’h kenwerzh a bouez. Gwerzhet e veze greun, pesked, avaloù-douar, koad ennañ. Enporzhiet e veze gwin, holen ha spisoù.
Er porzh hiziv e vez un nebeud bagoù c’hoazh hag eno e c’haller ober ur valeadenn blijus ha kaout ur gwel hollgaer war ar pont ha tour-meur ar c’hastell.
Pont annezet Pont-‘n-Abad zo unan eus an 9 font annez a zo e Frañs.
130 lec’h eoriañ
Gallout a reer eoriñ 130 bag ent ofisiel e porzh Pont-‘n-Abad.
Ar c’hevredigezhioù implijidi
Kevredigezh an dud a implij stêr ha Porzh Pont-‘n-Abad (Aurppa)