Ar blasenn Gambetta a oa ur gwir groashent eskemmoù ha kejadennoù. Betek 1905 e veze anvet ar blasenn-se « Plasenn ar Marc’hallac’h ». Bep Yaou e teue ar varc’hadourien legumaj, gwiadoù, boteier-koad ha koefoù da werzhañ o froduioù.
Bep bloaz, d’an 28 a viz Genver, deiz an Inosanted santel , e veze graet Foar vras ar C’houmanantoù enni. Gwazed ha maouezed en em gave eno evit koumanantiñ gant labourerien-douar Pont-’n-Abad hag an trowardroioù. Echuet e veze an devezh-se gant ur gouel. A-raok an Dispac’h e veze savet eno ar c’hrouglec’h ma veze krouget ar re kondaonet d’ar marv.
A bep tu d’ar blasenn-se, kinklet wechall-gozh gant ur feunteun bras-bras en he c’hreiz, e oa, er c’hornôg dezhi, ur vered ha chapel Sant Erwan, aet da get hiziv. An tiez kaer koshañ a weler c’hoazh zo eus dibenn an 16vet hag ar 17vet kantved.
Hiziv an deiz e kendalc’h marc’had ar Yaou da sachañ ur mor a brenerien di.