An iliz hag he c’houent a voe savet e 1383 gant an aotrou Herve IV ar Pont hag e wreg Péronnelle de Rochefort da staliañ ur gumuniezh Karmezidi enne. Kaer-eston eo an iliz, diglink he savouriezh, evel ma reer en urzh-se. Ur rozenn dibar 7,70 metr he zreuzkiz zo e penn ar chantele. Kinklet eo ar c’hreiz anezhi gant ardamez tiegezh ar Pont, da lavaret eo ul leon en gul (ruz) war foñs aour. El lodenn izelañ anezhi e weler tudennoù a zo arouezioù eus ar speredelezh.
Dismantret e voe ar gouent e-pad an Dispac’h Bras, ha gwerzhet evel mad broadel. Goude bezañ bet ul lec’h prevez e teuas savadurioù ar gouent da vezañ skol bublik ar baotred e 1881. Distrujet e voe ar savadurioù koshañ etre 1900 ha 1950. En o zouez e oa ivez ur c’hloastr brav eus ar 15vet kantved a zo bremañ en ur porzh eus al lise Chaptal, a oa Kloerdi bras Kemper gwechall.
Ar cloc’hdi, a-dreñv an iliz, en deus ur stumm dibar-kenañ. Savet e voe e 1604 hag a-us dezhañ ez eus ur volz-toenn mein-glas daou estaj, kaer-eston gant he skigneroù-trouz bras.



