02 98 66 09 09

Ar marc’had

 

Ar marc’had bep sizhun

Bep Yaou eus 8e30 da 2e00 e vez ar marc’had brasañ eus ar Vro Vigoudenn war ar blasenn Gambetta ha war blasenn ar Republik. Deuit da straniñ en-dro d’ar stalioù, kavout a reoc’h, hep mar ebet, traoù hag a blijo deoc’h.

Marc’had an artizaned arz

Bep Yaou e-pad an hañv e vez krouerien hag artizaned arz, dibabet evit o labour a-zoare ha dibar, e porzh ar c’hastell evit brudañ ar c’hrouidigezhioù lec’hel hag artizanel.
Goude straniñ war ar blasenn Gambetta ha war blasenn ar Republik e c’hall ar weladennerien mont da varc’had an artizaned arz dre liorzh an douvezioù.

Marc’had ar bleunioù

Gant Kêr Pont-‘n-Abad, labelaet « Kêrioù ha Kêriadennoù Bokedet » e vez graet he marc’had ar bleunioù bep bloaz, d’an deiz a-raok Gouel ar mammoù.
Staliet eo al liorzhourien hag ar splusegerien er porzh hag e liorzh douvezioù ar c’hastell evit degemer hag aliañ an holl dud tik gant al liorzhañ. Ar plant bloaziek, ar plant bividik, ar brousgwez, ar plant dibaot pe ar bodoù-roz rouez, a blij d’al liorzhourien amatourien, d’an dud tik gant al liorzhañ ha d’an dastumerien.
Gallout a ra ar weladennerien gwelet an aspadennoù eus douvezioù bihan ar c’hastell ivez.