02 98 66 09 09

Ar stêr hag an halaj

 

E penn ar porzh ez eus un hent-halaj plijus o c’hortoz ac’hanoc’h d’ober ur bourmenadenn. Dre an hent-se ivez e tremen ar GR34, « gwenojenn ar Valtouterien ». Ti bihan ar valtouterien zo just e-kichen ar Monumant d’ar Vigoudenned. War an hent-se emañ memor ar porzh-kenwerzh ; en em gavout a reoc’h gant ur chaoser meinet, koadoù pin, ur veilh-vor hag enezennigoù a ro bod da galz a laboused… Bamet e vioc’h gant ar brav m’eo ar gweledvaoù stummet gant ar mareoù.

Aber stêr Bont-‘n-Abad, ul lec’hienn ekologel bouezus anezhi, en em astenn war 600 hektar. Dre ma’z eo an aber ul lec’h gwarezet e ro bod d’ur niver bras a laboused-dour. N’eus ket kalz lec’hioù evel-se er bed a-bezh. Gant ar bourmenadenn-se e c’halloc’h gwelet an aber evel ur metoù naturel met gwelet a reoc’h dreist-holl laboused evel ar spanelled gwenn, ar c’hefeleged-aod ha hirc’hareged all, sourouc’haned, houidi… Gwelioù kaer ha dibar ho po ivez. Gwelet a reoc’h Menhir Penglaouig soubet en dour.

9 fanell a-hed ho pourmenadenn en natur

Kit gant an hentad displegañ, a-hed stêr Bont-‘n-Abad. Heñchet e vioc’h ha lakaet d’ober anaoudegezh gant istor ha natur puilh ar stêr-se : al laboused, istor kastell Pont-‘n-Abad pe c’hoazh emdroadur an aber.

Kregiñ a ra ar bourmenadenn a-dal da gastell Pont-‘n-Abad, el lec’h ma oa kresket kêr er Grennamzer. Pont-‘n-Abad, e goueled un aber, a oa bet e-pad pell ul lec’h strategel evit an arme hag ar c’henwerzh, etre an argoad hag an arvor. Mont a reoc’h a-hed ar c’haeoù, aspadennoù eus ar porzh-kenwerzh kozh oa eno hag en deus graet pinvidigezh kêr-benn ar Vro Vigoudenn en 19vet kantved. Bep m’emañ hent an halaj o pellaat diouzh kêr ez adkemer an natur he c’hreñv. Abaoe 2006 eo anavezet ar stêr evel unan a interest europat abalamour da builhded he foblad laboused. Tro ho po da welet laboused-mor, morfedenned, houidi, hirc’hareged bras o deus kavet e stêr Bont-‘n-Abad ul lec’h a beoc’h ma c’hallont en em vagañ hag, a-wechoù, gouennañ.