War ribl dehoù ar stêr, e penn ar porzh, grit un ehan e disheol koad bihan Sant Laorañs. Ul lec’h dispar eo evit diskuizhañ ur pennadig pe evit debriñ merenn e ti Mari Glazioù. Er c’hoariva glasvez e vez degemeret bep bloaz dañserien ha sonerien « Gouel ar Broderezed ».