02 98 66 09 09

Pont-‘N’Abad a-hed an istor

 

Kêr-benn ar Vro Vigoudenn zo anvet Pont-’n-Abad abalamour d’ar pont a droc’h an aber.
Dispartiet eo an aber diouzh ur stank a zo lusket gant chal ha dichal ar mor. Ar pont annezet-se a liamm karter pobl Lanvourc’h ouzh kreizig-kêr Pont-’n-Abad en em astenn war glan zehoù ar stêr tro-dro da gastell ar varoned. Deuet eo ar c’hastell da vezañ an ti-kêr, gant ar Republik.

Ganedigezh ur vourc’h mogeriet

Ar mare a-raok ar bloavezh mil n’eo ket gwall anavezet. D’ur mare dianav penitiourien a guitas unan eus inizi genoù ar ster hag a savas manati Sant Tudi war an douar-bras. Douaroù ec’hon ar manati-se en em astenne adalek Loktudi betek lost an aber ma vije bet savet un tremen gant ar venec’h war ar seblant (ur roudouz pe un tamm pont ?). En 10vet kantved e voe an Normaned o pignat gant ar stêr, o pegañ tan er manati hag o wastañ ar vro.

En 11vet kantved e veze savet brizh kestell koad er vro a-bezh gant pennoù-brezel a lakae o c’hrabanoù war ur c’horn-bro. E-kerzh an 12vet kantved moarvat e voe savet ur gwir bont maen war ar stêr gant aotrouien ar c’hastell a-gevret gant abaded Loktudi. Div vilin-vor a voe ouzhpennet d’ar pont goude -se. Ar grouidigezh-se a vefe orin an anv pons abbatis a gaver evit ar wech kentañ e deroù an 13vet kantved.

Kêr-benn un aotrouniezh kreñv

Un dalc’h pouezus eus dugelezh Breizh e oa aotrouniezh ar Pont en 13vet kantved. O ger-stur lorc’hus a veze embannet gant aotrounez ar Pont : « Hep Ken » (hepken) pe « Hep Cheñch ». An aotrouniezh ec’hon a glote dre vras gant ar vro anvet « Kab Kaval » er mare-se. Unan eus kreñvoù pouezusañ Breizh-Izel a voe savet e plas ar c’hastell koad. Er c’hantved goude, Herve III ha d’e heul e vab Herve IV hag e bried Péronelle de Rochefort a lakaas ar vourc’h mogeriet da vezañ ur gêr vihan oberiant :

  • An ospital Sant Yann a voe savet e 1350
  • Ur c’hae kentañ a voe savet
  • Ar chapel Sant Tudi a oa bet savet er c’hastell hag e 1383 e voe diazezet ur manati fiziet e Tadoù urzh Karmez.

Er 15vet kantved e roas Bernez Rosmadeg, eskob Kemper, ur c’hloastr gotek brav d’ar manati. An iliz a ziskouez a-walc’h penaos eo ilizoù ar manatioù, gant un adnev nemetken en norzh, Tra m’eo stok ar c’hloastr ouzh an nev er su. An urzh Karmez zo unan eus ar pevar urzh kesterien. Kement a vrud a oa gant an dud a Iliz ma teue puilh an donezonoù hag al legadoù. Ken ma teuas ar gouent da vezañ ur perc’henn douaroù a-bouez.

Kêr-benn an aotrouniezh e oa ar gêr vihan. Gwerzhet e veze enni un tamm mat eus produioù an teroueroù tro-dro. Ne oa ket Pont-’n-Abad evit Penmarc’h avat, pa’z ae ar c’haravelennoù alese da gas gwin Bourdel ha pastel da borzhioù ar Meurvor Atlantel ha Mor an Hanternoz. E deroù ar 15vet kantved ez eas pinvidigezh Penmarc’h war ziskar. E 1596 Fontanella, a oa ur penn-brezel eus ar C’hevre troet da ribler, a breizhas hag a zrastas ar porzh bras. Gwech ebet ne adsavo ekonomiezh Kab Kaval he c’hein da vat goude distruj Penmarc’h. Porzh Pont-’n-Abad avat a greske un tamm abalamour da werzh ar greun.
Diwar an dra-se e oa pinvidikaet ur rummadig a varc’hadourien-paramantourien, heligentañ etre int hag an dud jentil, barnerien, alvokaded, noterien a veve diouzh kargoù politikel ha melestradurel e kêr-benn ar varoniezh. Evel-se e voe er 17vet hag en 18vet kantved.

Mareoù teñval ar varoniezh

Brezel a oa etre rouaned Bro-C’hall ha duged Breizh er 15vet kantved. Ar re gentañ a felle dezho sevel ur stad vodern en ur ziskar an dalc’hoù meur hag an eil re a faote dezho derc’hel, par ma c’hallent, emrenerezh ar Stad vreizhat a oa gant he c’hammedoù kentañ. Trec’h armeoù ar roue e Sant-Albin-an-Hiliber e 1488 a gadarnas planedenn an dugelezh. Aotrouien ar Pont, evel kalz a noblañsoù vreizhat all, a stourme en tu gant ar roue; Charlez VIII a anvas Yann II ar Pont da Varon e 1493 evit o zrugarekaat eus e o fealded.

E 1526 ez eas ar varoniezh d’ar Gelenneged, skourr yaouañ tiegezh ar Pont. Er 16vet kantved e voe gwarezet Breizh diouzh ar brezelioù a relijion pa ne oa ket kalz a brotestanted er broviñs-se. Disheñvel e vo an traoù e Pont-’n-Abad avat : ar baron Charlez Kelenneg, levezonet gant e vamm, ur Roc’hanez, a droas ouzh ar brotestantiezh. Kas a reas kuit e chapalaned hag e tronas ur pastor e karg e kêr, dre-se e teuas Pont-’n-Abad da vezañ ar barrez disivoudet en em gave ar pellañ er C’hornôg er rouantelezh.

E 1572, e vab Charlez Kelenneg, lesanvet Soubise, a voe an aotrou nemetañ a Vreizh a oa bet lazhet e-pad lazhadeg Gouel Sant Barteleme pa glaske sikour an Amiral De Coligny. E niz yaouank Hollsent Belmaner, un hugunod ivez, en doe ar varoniezh da hêrezh, en ur blegenn nec’hus.

E 1589 e savas an Dug Merker a-enep ar roue. Gouarnour ar broviñs e oa ha kevreer daonet. Breizh a gouezhas er brezel diabarzh d’he zro, Belmaner a stourme e tu ar roue. Noblañsoù Kab Kaval a voe rannet etre ar Re Unanet ha tud fidel d’ar baron.

E 1590 ar Re Unanet a lakas seziz war ar c’hastell. Goude marv an Trogov, ur serjant yaouank a rene ar gwarnizon, e kodianas ar c’hreñvlec’h ha preizhet e voe da-heul. Horolaj ar c’hastell, ar gwellañ hini e Breizh, a voe divontet ha kaset da Gonk-Kerne da ginklañ dor ar Gêr Gloz. E-keit-se e varvas Belmaner bet gloazet en emgann Ankiniz; ha lezel ar varoniezh gant e verc’h.

Pont-’n-Abad eus kantved Loeiz XIV betek kantved ar Sklêrijennoù

Kaeraet e oa bet ar gêr er 17vet hag en 18vet kantved. Tudjentil ar vro a lakae sevel o osteloù e kêr. Lod anezho zo c’hoazh. Ostel an Drouallened zo en 13 straed Jean-Jacques Rousseau da skouer. Ar garg a senesal ar baron a zegouezhas meur a wech gant an aotrouien Kerazan-se. En 13 straed ar Jeneral de Gaulle e weler an ostel a oa bet savet gant aotrouien Kergos e 1652, ha kement zo…

Goude marv Belmaner, e tegouezhas ar varoniezh gant ar re Richelieu; goude-se avat e voe ral d’ar baron dont d’e zalc’h pell.

Gwastet e voe Pont-’n-Abad e 1633 gant ar vosenn, ar pore a lazhas forzh tud. Ur birc’hirinded a voe aozet gant an tadoù Karmez betek Santez-Anna-Wened, gant kantadoù a dud. Tri devezh goude e tigreske ar c’hleñved betek mont da netra. Da drugarekaat Doue e voe savet ur stern-aoter sebezus e maen-raz hag e marbr en ur chapel-gostez eus an iliz. Bepred e c’haller gwelet anezhañ enni.

Jean de Vignerot du Plessis de Richelieu e oa ar baron pa darzhas emsavadeg ar Bonedoù Ruz en hañv 1675. Un emsavadeg a-enep an telloù e oa er penn kentañ. Kregiñ a reas e kêrioù Breizh evel Roazhon. Gant Emsavadeg ar Paper-timbr e voe unanet ar Vretoned a-enep un taos nevez lakaet warno gant Loeiz XIV, a-enep-bev « frankizoù ha brientoù Breizh. » War ar maez e Breizh-Izel, en-dro da Vrieg, Karaez ha Pont-‘n-Abad dreist-holl, e voe un emsavadeg pobl, gant ar beizanted hag a-enep an noblañs.

Beuzet e voe Pont-’n-Abad d’ar 24 a viz Mezheven 1675 gant ur mor a beizanted eus Kombrid ha tud vunud Lanvourc’h ouzhpenn. Gwallgaset e voe paotred ar baron; bountet e voe an tan er c’hastell ; aloubet e oa bet ar Gouent ha dav e oa bet d’al leaned dilezel forzhig gwirioù feodel. 11 parrez eus ar C’hab Kaval en em savas. Moustret garv e voent avat kerkent ha miz Eost gant soudarded an dug de Chaulnes, gwarnour Breizh. Pennoù an emsavadeg a voe lakaet d’ar marv war ar Marc’hallac’h (Plasenn Gambetta hiziv an deiz, e-tal Ti an Douristed) ha krog evit krog e voe pilet tourioù ilizoù ar 7 parrez emsavet, hini iliz Lanvourc’h en o zouez.

E 1685 ar markiz de Richelieu a werzas ar varoniezh hag ar c’hastell devet da François Joseph d’Ernothon, kuzulier e Parlamant Pariz. An noblañs-se a lezenn a oa mab d’ur familh marc’hadourien eus Sant-Maloù. Lakaet e voe ar c’hastell en e sav en-dro gant ar baron nevez hag adsavet e voe ivez ar c’horf-ti pennañ diouzh giz ar 18vet kantved.E 1753 e tegouezhas ar varoniezh gant ur perc’henn all. Prenet e voe gant ur familh noblaet : ar re De Baod, diskennidi da vourc’hizien uhel, paramantourien anezho. Deskadurezh a-walc’h o doa bourc’hizien kêr, marc’hadourien ha tud a lezenn anezho, ha luskad mennozhioù ar Sklêrijennoù a oa anavezet mat a-walc’h ganto.

E 1766 e euredas merc’h ar prokulor meur Annetic Royou gant he c’henderv brudet Elie Freron e chapel ar c’hastell. Hennezh a oa krouer ar gelaouenn l’année littéraire (ar bloavezh lennegel) hag enebour daonet da Voltaire a savas ur gwall flemmskrid a-enep dezhañ.

« Un beau jour au creux d’un vallon
Un serpent mordit Jean Fréron
Que croyez-vous qu’il se passât ?
Ce fût le serpent qui crevât »

An Dispac’h Bras e Pont-’n-Abad hag e heuliadoù

Heuliad kentañ an Dispac’h Bras er gêr vihan a voe e-keñver melestradurezh. Souezhus eo met ne oa ket anezhi a-fet lezenn : rannet e oa he ziriad etre meur a barrez. Karter ar c’hastell a oa da Loktudi, hini ar Marc’hallac’h da Bornaleg hag en tu all d’ ar pont, Lanvourc’h a oa un drev eus Kombrid. Bodet e voe an douaroù-se hiviziken da sevel ur gumun hag ur barrez.

Habask-tre e oa ar c’huzul-kêr kentañ bet dilennet e 1790. Ar maer kentañ e oa an alvokad Arnoult a vo a-bouez-bras roll e familh a-hed an 19vet kanted ; ur c’hannad a roio-hi d’ar vro. Linenn-stur bolitikel ar c’huzul-kêr a oa « tostoc’h d’ar bobl » e 1793 hag e oa da vat hini an Dispac’h Bras. Kemmet e voe anv ar gêr da-heul al luskad digristenañ, ha dont da vezañ Pont-libre ; iliz Itron-Varia Garmez a zeuas da vezañ le temple de la raison . E mare ar Spont Bras e voe toullbac’het meur a zen er c’hastell, an itron De Pompery da skouer, ar « Sévigné vreizhat » hag he doa kuitaet birvilh Kemper da gavout repu en he zi-feurm er Seker. Gant diskar Robespierre a voe klevet e Pont-’n-Abad d’an 21 Thermidor (8 a viz Eost 1794) e tistroas ar re voderet. Jili Fereg, ur marc’hadour pinvidik, a voe lakaet da vaer ha freuzet e voe ar Poellgor evezhiañ.

Un heuliad pouezus ha padus d’ar mare-se e voe gwerzh ar madoù broadel a oa d’ar veleien ha d’an divroidi. Gant an dra-se e voe cheñchet pinvidigezh an dud. Ar Baron Claude De Baude de Saint Père, a oa unan eus an dudjentil a oa gant ar roue en Tuilleries e 1792, a zivroas da Lisboa kerkent ha diskaret ar vonarkiezh.
Gwerzhet e voe ar c’hastell d’ar C’hemperad an Dean. Kouent Karmez a voe prenet gant ar marc’hadour Jili Fereg, ha war hent Loktudi, Maner Kerazan a zegouezhas gant an ijinour Derrien, ha kement zo…

Holl chapeloù ar gêr a voe prenet gant bourc’hizien a zismantras anezho da werzhañ ar mein ha da gaout tachennoù frank evit sevel savadurioù all.
Ar c’hastell e-unan a voe dismantret. E vein a voe adimplijet evit ar c’haeoù.

Ar pezh a chome eus ar c’hreñv a voe prenet gant an ti-kêr e 1836 : ar c’horf-ti eus an 18vet kantved, an tour-meur hep e valegoù-tarzhell hag un tour krennet. Ar gouent a voe gwerzhet d’ar gêr e 1879 evit sevel ur skol. Ar c’hloastr gotek kaer a voe divontet ha dilezet a-raok bezañ prenet en-dro gant Eskob Kemper a lakaas adsevel anezhañ er c’hloerdi bras, al lise Chaptal a-vremañ. Goulenn groñs a ra Serge Duigoù, un istorour eus ar vro, ma vefe restaolet al lodenn-se eus glad Pont-’n-Abad.

Ar gêr a-vremañ en XIXvet hag en XXvet kantved

Madik e oa bet ekonomiezh an tolead en 19vet kantved. Pinvidik a-walc’h e oa ar gêr gant kenwerzh marc’hadourezh al labour-douar pourchaset puilh gant peizanted an tolead, gwir « douar grataet » evel ma skrive ar beajour brudet Jacques Cambry.

An trevad pennañ a veze ezporzhiet gant porzh Pont-’n-Abad an avaloù-douar. Gounezet e vezent a-drugarez da Edouard Lenormant des Varannes, mab-kaer da Loeiz Derrien ha perc’henn Kerazan. Ur fekulerezh a savas war e zouaroù, ha goude-se un eil e Pont-’n-Abad e 1840. Mont a reas hennezh da labouradeg kimiezh gant ar marc’hadour Yasent ar Bleiz e 1852.

Kerkent ha 1848 e oa bet prenet gant Yasent ar Bleiz-se div vilin-vor ar pont da dreiñ anezho en ur mell bleutaerezh industriel 5 estaj enni. Goude un tan-gwall a zistrujas anezhi e voe savet en-dro gant Reun ar Minor e 1906, gant tri estaj enni nemetken avat.

Evit aesaat d’ar bagoù-dre-lien sevel gant ar stêr e voe graet un halaj eus 1850 betek 1902. Ne servijas ket kalz rak dizale e kemeras ar bapeurioù plas ar bagoù-dre-lien. Pa greske muioc’h-mui fard ar bagoù e teuas da vezañ diaes sevel gant ar stêr lec’hidek. Porzh Loktudi a zistroadas hini Pont-’n-Abad tamm-ha-tamm.
Neuze e voulc’has Armand du Chatellier, maer eus 1875 da 1877, ur stourm garv gant skoazell ar c’huzulier-departamant Arnoult : degas an hent-houarn betek kêr-benn ar vroig a raed ar Vro Vigoudenn anezhi hiviziken.

An tren kentañ a zegouezhas e Pont-’n-Abad a-benn ar fin e 1884 gant an douristed kentañ a gave da lojañ el « Lion d’Or » peotramant a gendalc’he gant o hent gant ur rederig betek Loktudi. A-raok an tren zoken e oa bet gweladennet Pont-’n-Abad gant livourien ha skrivagnerien desachet gant « ur vro he gouezoni spontus » (Zola). E-pad pell e kendalc’ho al luskad c’hoazh : Maupassant, Flaubert, Zola, André Chevrillon, Suarez ha kement zo… Maupassant, birvilh ennañ, a veule an « hini vreizhatañ eus kêrioù ar vro vrezhonek-se » pa ne wele Flaubert enni avat nemet « ur gêr gwall sioul » a-hed ur stank trist ma weler un adsked eus « dismantroù dister ar c’hastell ».

Gant ar gar a oa bet savet e kreskas ur c’harter industriel tost d’an hent-houarn : koñfizerezh (ar Rouedoù Glas), friturioù, bleutaerezhioù a droas kêr-benn ar Vro Vigoudenn en ur gêr ar vicherourien. Kêr-benn ar broderezh e oa Pont-’n-Abad ivez gant kantadoù a gemenerien, broderien ha broderezed. Brodet e veze amañ dilhadoù lorc’hus ar wazed hag ar maouezed hag ivez koefoù, doubieroùigoù ha pezhioù dantelez all.

E 1902 e kouezhas an dienez war ar Vro Vigoudenn gant enkadenn ar sardin. Gant berzh an dantelez giz Iwerzhon (ar piko) e c’hellas krakvevañ meur a familh. Gant an Ti Pichavant e oa Pont-’n-Abad e kalonenn kenwerzh an dantelez. Ti ar Minor en em gavas war e lerc’h en 20vet kantved gant e verc’hodennoù eus ar vro, e rikoù evit an daol, e ballennoù-moger hag e vannieloù-iliz.

Kemmet he deus kalz ar gêr gant prespolite an 19vet kantved : hiraet e oa bet kaeoù ar porzh, kresket e oa bet straedoù kaer riblet gant savadurioù bourc’hizien o melloù prenestroù, savet e oa bet ar c’hoc’hu e traoñ plasenn ar Vadalen (plasenn ar Republik bremañ). Ouzhpenn ar savadurioù bourc’hizien-se e oa tud a zere uvel o vevañ e tiez bihan, gant kalz re a dud o chom enno, e Lanvourc’h en Hent Roman pe er Rouzig. Meur a hini zo war-sav bepred hag alies int bet renevezet mat-tre. Gant karantez e oa bet deskrivet an tudigoù-se eus Pont-’n-Abad, tud uvel ha lorc’h enno, gant Youenn Drezen en e romantoù brezhonek ha gallek : Intron Varia Garmez Notre Dame Bigoudenn, Skol Louarn Veig Trebern L’Ecole du Renard, ha kement zo…

Klozadur

Ur gêr vihan 8 500 annezad enni eo Pont-’n-Abad hiziv an deiz. N’eo ket mui kêr ar vicherourien, chomet eo kêr-benn ar Vro Vigoudenn avat, a-fet kenwerzh, melestradurezh ha skolioù. Ar vro-se zo enni an holl barrezioù ma veze gwisket gwechallar c’hoef arouezel hag an dilhad gant broderezhioù pinvidik melen hag orañjez. « Gouel ar Broderezed » a laka ar glad bev-se da badout bep bloaz e miz Gouere.

Ar vro virvidik ha modern-se a chom lorc’h enni gant he gizioù, he c’hoef, he amzer dremenet. Emañ o sevel he amzer da zont en ur chom feal dezhi he-unan.
« Hep ken », hep cheñch, chom a reomp ar pezh omp, netra muioc’h netra nebeutoc’h.

André Paubert, Agregad war an Istor hag eilmaer a enor
Laurent Paubert, Doktor war an istor hag hanterour evit ar glad

Suivez la ville de Pont-l'Abbé sur Facebook