En 11 plasenn Gambetta, e-kreiz-kêr Pont-‘n-Abad, e vioc’h degemeret gant Ti an Douristed. El lec’hioù-degemer a bep seurt (Sant-Voran, Leskonil, Ploveur, Sant-Yann-Drolimon ha Triagad-Lechiagad), e kavoc’h tresoù ha gweladennoù hag ivez titouroù mat da c’houzout.
Pourmenadennoù hag abadennoù, programmoù ar salioù-abadennoù, eurioù ha tikedoù bus, wi-fi, bilhedoù evit mont d’an inizi gant ar gompagnunezh Penn ar Bed, bilhedoù evit mont d’ an inizi Glenan gant Herrvigi an Oded. Sikour a reont ac’hanoc’h da gavout mennozhioù evit ober traoù e-pad ar vakañsoù. Ha gallout a reoc’h gouzout hiroc’h war rannvroioù all eus Frañs ma’z it kuit da vakañsiñ !
Kavout a reoc’h ivez e Ti an Douristed eurioù ar mareoù, an aotreoù hag ar reolennoù loc’heta koulz ha kartennoù pesketa.
Ma vez aozet ur gouel familh ganeoc’h e c’halloc’h kavout eno katalog ar bodoù hag an tiez da feurmiñ.