02 98 66 09 09

Ti-kêr Pont-‘n-Abad

 

Ti an Douristed a zegemer ac’hanoc’h a-hed ar bloaz war ar blasenn Gambetta. Ennañ e kavoc’h an holl servijoù hag an holl ditouroù ho po ezhomm evit ho vakañsoù. Ar guzulierien a respont d’ho koulennoù hag a ginnig mennozhioù deoc’h evit tremen amzer vat en hor c’humun diouzh ho c’hoant.

En 11 plasenn Gambetta, e-kreiz-kêr Pont-‘n-Abad, e vioc’h degemeret gant Ti an Douristed. El lec’hioù-degemer a bep seurt (Sant-Voran, Leskonil, Ploveur, Sant-Yann-Drolimon ha Triagad-Lechiagad), e kavoc’h tresoù ha gweladennoù hag ivez titouroù mat da c’houzout.
Pourmenadennoù hag abadennoù, programmoù ar salioù-abadennoù, eurioù ha tikedoù bus, wi-fi, bilhedoù evit mont d’an inizi gant ar gompagnunezh Penn ar Bed, bilhedoù evit mont d’ an inizi Glenan gant Herrvigi an Oded. Sikour a reont ac’hanoc’h da gavout mennozhioù evit ober traoù e-pad ar vakañsoù. Ha gallout a reoc’h gouzout hiroc’h war rannvroioù all eus Frañs ma’z it kuit da vakañsiñ !

Kavout a reoc’h ivez e Ti an Douristed eurioù ar mareoù, an aotreoù hag ar reolennoù loc’heta koulz ha kartennoù pesketa.

Ma vez aozet ur gouel familh ganeoc’h e c’halloc’h kavout eno katalog ar bodoù hag an tiez da feurmiñ.

Documents disponibles à l’office

  • Les programmes des sorties, salles de spectacles et animations
  • Les Plans des communes
  • La carte de la Bretagne et du Finistère
  • Le Catalogue des locations
  • La Gazette Bigoudène (en Juillet et Août)
  • Les fiches visites

Suivez la ville de Pont-l'Abbé sur Facebook