02 98 66 09 09

Ar monumant d’ar Vigoudenned

 

Peder maouez hag ur plac’hig, hag a daolenn pemp oad eus ar vuhez, zo o soñjal en o gwazed martoloded-pesketaerien, kollet e-kreiz an tourmant.

Emañ ar maouezed-se, gwisket gant dilhad hengounel ar Vro Vigoudenn eus ar bloavezhioù 1910, o pediñ hag oc’h en em skoazellañ, e-kreiz an trubuilh. O anken hag o zristidigezh a verzer en o emzalc’hioù : unan zo en he c’hoazez, unan all zo war pennoù he daoulin. Mut e chomont en o foan, gouzañv a reont en un doare din ha gant parfetiz.

Ar monumant-se, dioueliet e 1931, a oa bet savet gant ar c’hizeller François Bazin. Rentañ a ra enor da ved ar mor ha da wragez ar vartoloded.

A bep tu d’ar strollad kizellet-se ez eus izelvosoù arem, a daolenn pennadoù eus mojennoù Breizh.