02 98 66 09 09

Ar pont annezet

 

Pont Pont-‘n-Abad zo unan eus an nav font annezet a c’haller kavout e Frañs.

Ar savadur, a veze anvet Pont Krist gwechall-gozh, zo unan eus ar pontoù annezet dibaot miret e Frañs, gant re Landerne ha Narbona. Dibar eo rak servijout a ra da zaou dra, da vevañ ha da dremen war un dro.

Pont-‘n-Abad, a zo e goueled un aber hag e kroashent meur a hent, a voe ul lec’h tremen, dre ret, ha mat evit staliañ ur gêr. War-dro an 12vet kantved e tivizas aotrouien ar c’hastell ha, war a lavarer, ebed Loktudi, sevel ur pont kentañ, el lec’h m’emañ ar pont bremañ. Ar savadur-se en doa bet kement a efed ma voe roet e anv d’ar gêr. Servijout a rae da stankell ha da bont war un dro, implijet e veze gant ar varc’hadourien, ar veajourien hag ar birc’hirined. Servijout a rae ivez d’ober al liamm etre karter Lanvourc’h ha kreiz-kêr.

Gant ar pont e veze korvoet energiezh ar mor gant an div veilh-vor (a oa an eil d’an aotrou, eben d’ar Garmezidi). Kemeret e voe o lec’h e 1850 gant unan eus bleutaerezhioù brasañ Frañs. El lec’h-se e oa kresket ar broderezh ar Minor adalek 1936. Ar savadurioù all zo bet renevezet ha treuzfurmet e lojeizoù hag e stalioù-kenwerzh.

Suivez la ville de Pont-l'Abbé sur Facebook