02 98 66 09 09

Iliz Lanvourc’h

 

Iliz Lanvourc’h, bet savet en 13vet kantved e doare skol Pontekroaz, a voe gwallgaset pa voe flastret emsavadeg ar Bonedoù Ruz. Goude ma oa bet savet tailhoù nevez gant ar roue e 1675, e savas reuz e Breizh ha dreist-holl er Vro Vigoudenn.

An emsaverien a sonas ar c’hloc’h-galv, a aloubas kouent ar Garmezidi hag a breizhas kastell ha burevioù gwazourien ar baron. Gwaskerezh a voe da-heul ha gant gouarnour Breizh e voe lakaet diskar, evit kastizañ an emsaverien, c’hwec’h kloc’hdi er Vro Vigoudenn, en o zouez hini Lanvourc’h. Gwech ebet ne voe adsavet korzenn an iliz-se. En deiz hiziv eo deuet ar c’hloc’hdi gwallgaset da vezañ arouez an emsavadeg-se.

Hervez ar vojenn o dije divizet merc’hed Pont-‘n-Abad, da-heul an emsavadeg-se, stagañ, dre fouge, un dortigellig vihan a neud, anvet ar vigoudenn, e krec’h o c’hoef.

An iliz-se, rummet evel Monumant Istorel e 1896, zo bet bepred un arouez eus ur c’harter poblek dezhañ ur bersonelezh kreñv. Tri bloaz diwezhatoc’h, koulskoude, e tivizas ar Maer, ar c’hont Najac, tennañ an doenn anezhi dre ma oa dismantret.

Suivez la ville de Pont-l'Abbé sur Facebook