02 98 66 09 09

Kastell Baroned ar Pont

 

Graet e oa Kastell Pont-‘n-Abad evit evezhiañ ar pont en deus roet e anv d’ul lignez feodel c’halloudus, hini aotrouien ar Pont, deuet da vezañ baroned e 1493. Kêr a oa ur vourc’h mogeriet, unan eus ar bourc’hioù e-leizh a voe savet en 11vet hag en 12vet kantved e-kichen ur c’hastell. Ne chom eus hennezh nemet an tour reter savet er 15vet kantved, hag ivez ur c’horf-lojeiz adsavet en 18vet kantved war an danzouar eus ar Grennamzer a zo bepred anezhe bremañ. Da get eo aet an holl savadurioù all (pourpezioù, adtioù, chapel, an div voger-greñv, ar pont-gwint), en 19vet kantved dreist-holl pa oa kresket kêr.

Taget e voe ar c’hastell e-pad un nebeud brezelioù. Seziz a voe lakaet warnañ e-pad brezelioù ar Relijion e 1590 ha drastet e voe gant peizanted emsavet, e-pad brezel ar Bonedoù Ruz, e 1675. Al lojeiz dismantret a voe renevezet en 18vet kantved. Ar c’hastell, kenkizet ha gwerzhet e-pad an Dispac’h, a voe prenet gant an ti-kêr e 1836. An ti-kêr, ul lez-varn, un archerdi hag ur skol a voe staliet ennañ hag a roas an tu da virout e aspadennoù diwezhañ. Hiziv emañ an ti-kêr ha mirdi ar Vro Vigoudenn ennañ c’hoazh.