02 98 66 09 09

Mirdi ar Vro Vigoudenn

 

E-kreiz Kastell Pont-‘n-Abad e kinniger deoc’h ober ur veaj kaer-iskis e Mirdi ar Vro Vigoudenn, a-hed e zastumadoù arrebeuri, koefoù ha dilhad brodet pompadus… Ur veaj evit kompren kevredigezh hengounel ar Vro Vigoudenn dec’h ha hiziv.

Digeriñ a reer deoc’h dorioù memor ar Vro Vigoudenn, ur c’horn-bro e penn ar bed, e-kreiz sevenadur Breizh koulskoude.

En deroù e oa Mirdi ar Vro Vigoudenn ur mirdi arz ha hengounioù pobl. Dont a ra e zalc’hadoù eus ar Vro Vigoudenn hepken, ur c’horn-bro war-dro ugent kumun ennañ e mervent Breizh, ha frouezh ul labour dastum int. Arrebeuri, traezoù a bep seurt ha dilhad hengounel a ya d’ober an dalc’hadoù-se dreist-holl.

Suivez la ville de Pont-l'Abbé sur Facebook